Soubilh koktel
Neuz
Ar soubilh koktel a zo ur soubilh yen graet gant maionez, ketchup, chaous tomatez hag alkool (kognag pe wiski), ha spiset gant soubilh Worcestershire ha tabasco.
Ur rekipe simploc'h zo ivez, gant maionez mesket gant ketchup hepken. Kavet e vez er gêr, er stalioù hag er friterezhioù.
Debret e vez gant digorioù-pred yen evel avoukez, asperjez, tomatez, ach. Implijet e vez ivez d'an digor-kalon evit soubañ legumaj (kaol-fleur, karotez, tomatez-kerez...). Debret e vez ivez gant kig yen, evel rost bevin, hag ar gresteneged, evel ar chevr.
