Mont d’an endalc’had

Brezel hobregonet

Eus Wikipedia
brezel hobregonet
Iskevrennad eusskourr ar servij, brezel Kemmañ
A implijkarbed stourm hobregonet Kemmañ

Brezel hobregonet a vez graet eus un doare brezel a-vremañ hag a zo diazezet war implij karbedoù stourm hobregonet. Un diazez eo en doareoù brezeliñ a-vremañ.[1] Kefridi bennañ unvezioù ar brezel hobregonet eo toullañ al linennoù difenn boas dre implij fiñvusted karbedoù milourel hobregonet.[2]

Strategiezh ar brezel hobregonet eo implij tankoù dreist-holl harpet gant karbedoù hobregonet all evel harp, ar c'harbedoù stourm troadegiezh, kanolierezh emlusker, ha karbedoù stourm, ha betek karbedoù ijinour hobregonet ha karbedoù hobregonet gant rolloù resis[3]. Doktrin ar brezel hobregonet zo bet ganet dre ma oa difiñv talbenn Kornôg ar Brezel-bed kentañ hag e oa troet en ur brezel ar fozioù-difenn. Un distro a oa bet eus mennozhioù brezel an XIXvet kantved, a boueze war ar fiñvusted ha mennad an emgann devoudus[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]