Mont d’an endalc’had

Afrikaneg

Eus Wikipedia
Afrikaneg
(Afrikaans)
Perzhioù
Komzet e : Suafrika, Namibia, Botswana
Rannved : Afrika
Komzet gant : 6 000 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Suafrika
Akademiezh : Die Taalkommissie[1]
Kodoù ar yezh
ISO 639-1af
ISO 639-2afr
ISO 639-3
Kod SILafr
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An afrikaneg (anv genidik : Afrikaans) zo ur yezh deveret eus an nederlandeg a gomzer e penn suañ Afrika, dreist-holl e Suafrika hag e Namibia. Degaset e voe di er XVIIvet kantved gant trevadennerien eus an Izelvroioù.

Talvezout a ra an anv afrikaans, e nederlandeg, kement hag afrikaneg.

Ur yezh indezeuropek eus skourr yezhoù germanek ar c'hornôg eo an afrikaneg. Deveret eo eus ar rannyezhoù nederlandek a veze komzet e Holland en XVIIIvet kantved. Abaoe ar mare-se eo emdroet ar yezh komzet e Suafrika en he fart hec’h-unan, en un doare disheñvel diouzh nederlandeg an Izelvroioù. Aet eo war eeunaat e meur a geñver.

Betek kreiz an XIXvet kantved e oa ur yezh komzet hepken, rak e nederlandeg eo e skrive he c’homzerien. Nederlandeg ar C'hab a veze graet eus ar yezh komzet. Levezonet eo bet geriaoueg an afrikaneg gant meur a yezh all : saozneg, yezhoù bantouek, yezhoù koiek-sanek, ha yezhoù all c’hoazh eus India, Malezia, Madagaskar. E dibenn an XIXvet kantved hepken e voe kroget da sellout ouzh an afrikaneg evel ur yezh distag diouzh an nederlandeg hag e 1925 e voe lakaet da yezh ofisiel e Suafrika, e-kichen an nederlandeg hag ar saozneg. Hervez bonreizh 1996 ez eo an afrikaneg unan eus yezhoù ofisiel Suafrika, e-kichen ar saozneg ha nav yezh all (ndebeleg, xhosaeg, zouloueg, sothoeg an norzh, sothoeg ar su, tswaneg, swatieg, vendeg, tsongeg).

Stad ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An trede yezh muiañ komzet e Suafrika eo an afrikaneg, goude ar zouloueg hag ar xhosaeg. Hervez niveradeg 2001 e vefe komzet, evel yezh kentañ, gant 6 milion a dud e Suafrika (13% eus poblañs ar vro). Ar yezh muiañ komzet eo e proviñsoù ar c’hornôg (69,3 %, en Northern Cape ha 59,2 % er Western Cape), an eil vuiañ e-kreiz ar vro (16,7 % e Gauteng, 14,5 % e Free State, 9,6 % en Eastern Cape, ha 7,5 % e proviñs an North West) ; kalz nebeutoc’h e vez komzet e proviñsoù ar reter (8,3 % e Mpumalanga, 2,2 % e Limpopo ha 1,6 % e KwaZulu-Natal).

Peogwir e oa an afrikaneg yezh saverien an apartheid, e soñjer alies ez eo ur yezh kaozeet gant tud wenn hepken. Ha koulskoude e weler, en niveradegoù hag en enklaskoù graet diwar-benn ar yezhoù, e vez komzet gant tud all ivez : diwar an 5.983.423 a dud eus Suafrika a ra gantañ er gêr, n’eus "nemet" 2.536.907 (pe 42,4%) zo gwenn. An darn vrasañ eus an afrikanegerien zo hironed : 3.173.970 (pe 53,0%). Ouzhpenn se e vez komzet afrikaneg er gêr ivez gant 253.279 a dud du (4,2%) ha gant 19.267 a dud eus Azia (0,3%). E-touez ar re wenn, ez eus 59% a gomz afrikaneg ha 39% a ra gant ar saozneg ; e-touez an hironed ez eus 79% a gomz afrikaneg ha 19% a ra gant ar saozneg.

Hervez ar vonreizh savet e 1994, ez eo an afrikaneg unan eus yezhoù ofisiel Suafrika, e-kichen ar saozneg ha nav yezh all. Kement-se a dalvez en deus kollet un tamm pouez er vro, diwar-goust ar saozneg alies, pa vez kaozeet ar yezh-se da eil yezh gant kalzig a dud.

Dregantaad an afrikanegerien e proviñsoù Suafrika.
* Glas-teñval : ouzhpenn 50%.
* Glas-sklaer : etre 10 ha 50%.
* Melen : dindan 10%.

Bev-mat eo an afrikaneg koulskoude, gant kalz kazetennoù, kelaouennoù hag abadennoù er skingomz hag er skinwel.

Daoust m’eo pellaet an afrikaneg diouzh an nederlandeg e-pad an tri c’hantved tremenet, ez eus c’hoazh kalz traoù boutin etre an div yezh : 85% eus geriaoueg an afrikaneg a c’hell bezañ komprenet gant tud an Izelvroioù hag aes e vez d’an afrikanegerien deskiñ nederlandeg.

Keñveriañ an afrikaneg gant yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
AfrikanegNederlandegAlamaneg SaoznegBrezhoneg
aksieactieAktionactionober
babababyBabybabybabig
bedbedBettbedgwele
boekboekBuchbooklevr
broerbroerBruderbrotherbreur
dogterdochterTochterdaughtermerc'h
eetetenesseneatdebriñ
enenundandha
katkatKatzecatkazh
lughaweluchthavenFlughafenairportaerborzh
maakmakenmachenmakeober
mymijnmeinmyma
oopopenoffenopendigeriñ
skoolschoolSchuleschoolskol
vyfvijffünffivepemp
virvoorfürforevit
watwatwaswhatpetra

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]